Urzh Herberc'hourien Sant-Yann Jeruzalem, Rodez ha Malta eo anv klok an urzh katolik a vez graet Urzh Sant Yann Jeruzalem anezhañ peurvuiañ. Anavezet eo ivez dindan an anvioù Urzh an Herberc'hourien, Urzh an Ospital, ha dindan e anv latin Ordo Hospitalis sancti Johannis Ierosolimitani.
Ken kozh hag an XIvet kantved e vefe pa oa aet marc'hadourien kêr Amalfi en Italia d'en em staliañ e Jeruzalem. Tier-herberc'h hag ospitalioù a savas en Douar Santel evit degemer pirc'hirined klañv. Met evel Menec'h Ruz Urzh an Templ e teuas an Herberc'hourien da vezañ soudarded kerkoulz ha menec'h, evit difenn ar glañvourien en ospitalioù er penn-kentañ met evit en em gannañ a-enep ar Sarakened[1] da c'houde. Goude bezañ bet skarzhet diouzh an Douar Santel ec'h eas an Urzh d'en em staliañ e Kiprenez a-raok aloubiñ Enez Rodez.
O roud o deus lezet un tamm e pep lec'h en Europa dre sevel klañvdioù evit ar birc'hirined. E Breizh e kaver meur a hini evel hini Sant Yann e Plougastell-Daoulaz.
Galloudus e teuas an Urzh da vezañ er Mor Kreizdouarel o terc'hel da vrezeliñ a-enep ar Sarakened. Pa voe skarzhet gant an Impalaeriezh otoman e kavas bod en Enez Malta, a voe roet dezho gant an impalaer Charlez V.
Ur galloud a-bouez e teuas da vezañ e kreiz ar Mor Kreizdouarel, ha mestr e chomas an Urzh war an enez betek ma voe skarzhet o Mestr-Meur gant Napoleon Iañ en anv ar Republik c'hall. Gwarezet e voe an Urzh neuze gant an tsar Paol Iañ Rusia.
Goude ur prantad diskar e voe renevezet an Urzh dindan an anv Urzh Malta. Dont a reas da vezañ un aozadur denegour oberiant-tre, dilezet gantañ an armoù hag o lakaat nebeutoc'h a bouez war ar relijion.